kas
Neuz
Brezhoneg
Anv-kadarn
kas /ˈkasː/, benel
- Reiñ kas da un den : kas un den kuit
- Mont e kas: mont da fall, da netra.
- Aet eo e vrud e kas.
- Kouezhañ e kas: mont da fall, da netra.
- Kouezhet eo e vrud e kas.
- Treiñ e kas: treiñ da fall, mont da netra.
- Troet eo e vrud e kas.
- Mont er gas.
Verb
kas /ˈkasː/ verb gwan ha verb kreñv eeun (anv-gwan-verb : kaset) (displegadur)
- Mont gant un den pe ul loen. (-> kas er-maez)
- Kas ar c'hezeg, ar saout.
- Me ne oan ket en oad da gas ar c'hezeg c'hoazh. — (TBP?, p. ???.)
- Chaseal (pa gomzer eus chas).
- Kleo ar chas o kas! — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 242.)
- Mont gant un dra, eus ul lec'h da ul lec'h all.
- Kas a ra neuze ar c'horf marv d'an tour, indan ar c'hleier. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/3, Al Liamm, 1988, p. 201.)
- Kas un dra bennak da unan bennak (da ul lec'h bennak):
- [...] beb bloaz e kasent d'ezho, heb derc'hel diner, kement guennek a c'hounezent e ti Herve Soutre. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu Lodenn 2, J.B. hag A. Lefournier, Brest, 1878, p. 36.)
- Kas ul lizher d'az paeron . — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 241.)
- ... kas ormel dezhañ da Bariz ... — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 241.)
- (Diwar-benn den pe tra) kas d'ar gêr
- Lavarout da un den mont da ul lec'h bennak: kas da ul lec'h bennak.
- kas kuit
- kas un dra pe un den
- Kas un dra bennak en-dro (-> kas en-dro)
- kas un dra bennak gant unan bennak
- kas amzer, kas e amzer, kas e vuhez, kas e yaouankiz, oc'h ober tra pe dra: tremen e amzer , e vuhez, e yaouankiz.
Gerioù kevrennek
Troioù-lavar
- kas an dorzh d'ar gêr
- kas an erv da benn
- kas ar freskad d'ar gêr
- kas ar stal
- kas unan : kanañ ur ganaouenn
- kas ur mil da bemp kant
- kas da baour
- kas da bell
- kas da benn
- kas da benn-vat
- kas da gavad, kas unan bennak da gavad
- kas da get (gwelout ket)
- kas da di unan bennak
- kas da vat
- kas d'an drot
- kas d'an ifern
- kas d'ar tan
- kas d'an toull
- kas d'an toull-bac'h
- kas d'an traoñ
- kas d'ar galeoù
- kas d'ar gêr
- kas d'ar goueled
- kas d'ar marv
- kas d'ar prizon
- kas d'ar skol
- kas d'ar strad
- kas d'ar vered
Troidigezhioù
Anv-kadarn
kas : gwelout kaz