Mont d’an endalc’had

Zhu Chen

Eus Wikipedia

Zhu eo an anv-familh.

Zhu Chen, 2007

Zhu Chen (e sinaeg: 诸宸; e pinyin: Zhū Chén) a zo bet ganet d'an 16 a viz Meurzh 1976.

C'hoarierez echedoù sinaat ha katarat.

Mestr Meur Etrebroadel e teuas da vout e 2001, Mestrez-veur (WGM) eo abaoe 1994.

2 423 edo he renk Elo e miz Even 2025, an hini kreñvañ o vout 2 548 e miz Genver 2008.

Dimezet eo gant ar Mestr Meur Mohammed Al-Modiahki eus Katar. C'hoari a ra bremañ e skipailhoù he bro nevez.

P'edo 25 bloaz e voe trec'h war Aleksandra Kostenyouk a Rusia dre 5-3 en un Tournamant "Knock Out" evit kampionad bedel ar maouezi 2001/2002; dont a reas da vout an unnekvet kampionadez.

Kampionez e kampionad bedel ar maouezi adalek 2002 betek 2004.

Tournamant Fonnapl Kêr Koweit

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Trec'h e voe miz Du 2025, 9/9.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]