Wombat
Neuz
| |||
|---|---|---|---|
Lasiorhinus latifrons
| |||
| Rummatadur filogenetek | |||
| Riezad : | Animalia | ||
| Skourrad : | Chordata | ||
| Kevrennad : | Mammalia | ||
| Urzhad : | Diprotodontia | ||
| Kerentiad : | Vombatidae | ||
| D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. | |||
Ar wombated a zo bronneged godellek ha geotdebrerien hag a vev en Aostralia.
Doareoù pennañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bras a-walc'h eo ar wombated, etre 20 ha 40 kg a bouez. Berr eo o favioù hag o lost, bihan o divskouarn ha postek o c'horf. Skilfoù plat ha kreñv zo ouzh o bizied ha ganto e toullont riboulioù. Palvgerzherien int.
Tennañ a ra klopenn ar wombated da hini ar c'hrignerien, gant rakdent kreñv.
Ar c'hodell a zigor war an a-dreñv, kuit d'an douar pe d'an traezh mont enni p'emañ al loen o toullañ.
E-kerzh ar pleistosen e veze tropelladoù wombated ramzel (a-vent gant frikorneged) o kantreal e plaenennoù su Aostralia.
Spesadoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]2 c'henad ha 3 spesad wombated a zo:
- Vombatus
- ar wombat boutin (Vombatus ursinus)
- Lasiorhinus
- wombat min blevek ar su (Lasiorhinus latifrons)
- wombat min blevek an norzh (Lasiorhinus krefftii)
