Turzhunell durk
| |||
|---|---|---|---|
Turzhunell durk.
| |||
| Rummatadur filogenetek | |||
| Riezad : | Animalia | ||
| Skourrad : | Chordata | ||
| Kevrennad : | Aves | ||
| Urzhad : | Columbiformes | ||
| Kerentiad : | Columbidae | ||
| Genad : | Streptopelia | ||
| Anv skiantel | |||
| Streptopelia decaocto Frivaldszky, 1838 | |||
| D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. | |||
An durzhunell durk a zo un evn eus rummad an turzhunelled.
Hollegezhioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]A-orin eus Europa ar su eo an durzhunell durk, Streptopelia decaocto diouzh hec'h anv skiantel. Erruet e oa e Bro-C'hall war-dro 1950. Kavet e oa bet e Bro-Saoz hag Iwerzhon e-pad ar bloavezhioù 1960 ha kaset da Amerika dre zegouezh er bloavezhioù 1980. Ar c'houblad kentañ bet gwelet e Breizh a zeuas e 1958 eno hag e vez kavet dre-holl bremañ.
An hanter gelc'henn zu war he c'hilpenn eo merk an durzhunell-mañ.
Muzuliañ a ra war-dro 27 cm gant ur pouez etre 125 ha 240 g.
Debriñ a ra had, kignez ha broñs
Annez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ul labous eus ar c'hêrioù hag ar c'hêriadennoù kentoc'h eget eus an douaroù labour frank eo an durzhunell durk.
Neizhiañ a ra etre miz Ebrel ha miz Gwengolo. Alies e vag pevar pe bemp neizhiad en ur bloavezh, dozviñ a ra daou vi bep gwech.
Sellet ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Skeudennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
Vi turzhunell durk.
