Pia Cramling
Neuz
Pia Cramling
| Reizh pe jener | plac'h |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Sveden |
| Bro sport | Sveden |
| Anv-bihan | Pia |
| Anv-familh | Cramling |
| Deiziad ganedigezh | 23 Ebr 1963 |
| Lec'h ganedigezh | Stockholm |
| Breur pe c'hoar | Dan Cramling |
| Pried | Juan Bellón |
| Bugel | Anna Cramling |
| Micher | c'hoarier echedoù |
| Title of chess person | Mestr-meur etrebroadel an echedoù |
| Ezel ar skipailh sport | Évry Grand Roque |
| Sport | echedoù |
| Prizioù resevet | Chess Oscar |

Pia Cramling a zo bet ganet d'an 23 a viz Ebrel 1963 e Stockholm (Sveden).
Ur c'hoarierez echedoù svedat eo.
Sellet e voe outi e-pad ar bloavezhioù 1980 evel ouzh unan eus gwellañ c'hoarierezed ar bed. Berzh a reas en tournamantoù, koulz er re hollek hag e re ar maouezi.
Mestr Meur (GM) eo abaoe 1992, Mestr Etrebroadel abaoe 1983[1].
Here 2025: 2 403 eo he renk Elo Standard, 2 350 he renk Elo Fonnapl ha 2 256 he renk Elo Luc'hedenn[2], 2 550 eo he renk Elo Standard uhelañ, bet tizhet e miz Here 2008.
Emañ o vevañ e Spagn. Dimezet eo gant ar Mestr Meur (GM) Juan Bellon. O merc'h Anna Cramling a c'hoari an echedoù ivez.
Kevezadegoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Kampionez ar maouezi ag Europa e voe e 2003.
- Ar plas kentañ ag ar maouezi a voe tapet ganti e gouel Biel/Bienne e 2006.
- Teirvet e voe e Kampionad bedel ar maouezi e Naltchik (Rusia) e 2008.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (en)E fichenn FIDE
- ↑ (en)E fichenn FIDE