Martin Bormann
| Reizh pe jener | paotr |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Trede Reich, Republik Weimar, Impalaeriezh alaman, Alamagn |
| Lealded | Trede Reich |
| Anv e yezh-vamm an den | Martin Bormann |
| Anv-bihan | Martin |
| Anv-familh | Bormann |
| Deiziad ganedigezh | 17 Mez 1900, 17 Gou 1900 |
| Lec'h ganedigezh | Halberstadt |
| Deiziad ar marv | 2 Mae 1945 |
| Lec'h ar marv | Berlin |
| Breur pe c'hoar | Albert Bormann |
| Pried | Gerda Bormann |
| Bugel | Martin Adolf Bormann |
| Kar | Walter Buch |
| Yezhoù komzet pe skrivet | alamaneg |
| Kondaonet evit | torfed a-enep Mab-Den |
| Micher | Holocaust perpetrator |
| Karg | member of the Reichstag of Nazi Germany |
| Lec'h labour | Berlin, Obersalzberg, Führerbunker, München |
| Strollad politikel | Strollad Broadel Sokialour al Labourerien Alaman |
| Perzhiad e | International Military Tribunal, Aryanization |
| Grad milourel | Obergruppenführer |
| Brezel | Eil Brezel-bed |
| Skour lu | Schutzstaffel, Wehrmacht |
| Ezel eus | Schutzstaffel |
| Perc'henn war | Adolf-Hitler-Geburtshaus |
| Darvoud-alc'hwez | Parchimer feme murder |
| Deskrivet en URL | http://www.digiporta.net/index.php?id=170701778 |
| Dezverket dre | anti-Catholic activist |

Martin Ludwig Bormann (17 Mezheven 1900 – 2 Mae 1945) a oa a un ofiser ag an NSDAP ha penn ar.Parteikanzlei. Ur galloud bras a oa gantañ dre e zarempred a-dost gant Adolf Hitler, o veriñ ar monedone a ditouroù kaset da Hitler. Ur reizhiad velestradurel a bouez a voe savet gantañ daoust ma tiskoulme ar muiañ a zegouezhioù e-unan.
Bormann a gevreas an aozadur paramilourel anvet Freikorps e 1922. Bac'het e voe ur bloaz-pad e karc'har evit bout bet kenberzhiad Rudolf Höss e muntrigezh Walther Kadow. Bormann a zegouezhas er strollad nazi e 1927 hag er Schutzstaffel (SS) e 1937. Servij a reas evel penn skipailh er strollad gant kannad ar Führer Rudolf Hess.
Bormann a voe degemeret e kelc'h prevez Hitler evel sekretour, hag e ambroug a rae e pep lec'h, oc'h aoziñ darvoudoù evitañ adal an 12 a viz Eost 1935. Pa'z eas Rudolf Hess da Vro-Saoz da glask ober emglev gant ar Saozon e kemeras Bormann penn ar Parteikanzlei. Meret e veze gantañ an aferioù keodedel hag eñ a asante pe a nac'he al lezennoù nevez. Bormann a oa un ezel oberiant eus heskinadeg an ilizoù kristen ha kaletaat a reas an doare ma veze atahinet ar Yuzevien hag ar Slaved en takadoù aloubet gant an Nazied e-pad an Eil Brezel-bed.
Bormann a zistroas d'ar Führerbunker gant Hitler e Berlin d'ar 16 a viz Genver 1945 pa oa al Lu Ruz o tostaat d'ar gêr. Goude emlazh Hitler e klaskas tec'hout diouzh Berlin d'an 2 a viz Mae evit chom hep bout tapet gant ar Sovieted. Marteze en em lazhas o lammat diwar ur pont e-tal al Lehrter Bahnhof. E gorf a voe beziet nepell d'an 8 a viz Mae 1945. Daoust ma oa ezvezant e voe barnet in absentia gant al lez-varn etrebroadel e-kerzh Prosez Nürnberg e 1945 ha 1946. Barnet e voe d'ar marv dre grougiñ evit torfedoù brezel ha torfed a-enep an denelezh.