Inuit
| Iskevrennad eus | circumpolar peoples, indigenous peoples of North America, indigenous peoples of Siberia |
|---|---|
| Anv er yezh a orin | ᐃᓄᐃᑦ |
| Yezh vamm | Inuit |
| Yezhoù komzet pe skrivet | Inuit Sign Language, inuktitut |
| Relijion pe kredenn | animism, Luteriegezh, kristeniezh, Inuit mythology |
| Stad | Kanada, Greunland, Stadoù-Unanet, Rusia |
An Inuit pe Inuited a zo ur strollad pobloù henvroat gant sevenadurioù heñvel hag un orin kenel boutin, hag a zo genidik ent-hengounel eus doureier arktek hag izarktkek Norzhamerika ha Siberia. Tro 150 000 Inuit a zo o chom e Greunland, Labrador, Kebek, Nunavut, Tiriadoù ar Gwalarn, Yukon, Alaska ha Distrig Tchoukotsky eus Okroug Emren Tchoukotka. Ar yezhoù inuit a zo e-touez ar yezhoù eskimoek-aleutek[1]
Inuit Kanada a zo o chom e tiriad Nunavut, krouet e 1999, e Nunavik hag a zo un drederenn eus proviñs Kebek, e Nunatsiavut e Labrador, hag e lodennoù eus Tiriadoù ar Gwalarn ha Yukon, war aodoù ar Meurvor arktikel. Inuit Greunland, anvet ivez Kalaallit, a zo diskennidi kent-Inuit hag en deus divroet eno e 1100. Keodeded danat hag europeat int. En Alaska emañ an Iñupiat.
An Inuit n'int ket amerindianed, o hendadoù a'z eas da Norzhamerika miliadoù a vloavezhioù goude re an Amerindianed. Tost int ouzh pobloù arktek Azia. Arabat droukveskañ an Inuit gant an Innued hag a zo ur bobl henvroat o chom e koadeg hanternozel Kanada, e Biz Kebek ha Labrador.
Kantreidi e oant ent-hengounel, ha zoken ma n'int ket ken e vev kalz anezho diwar ar chaseal hag ar pesketañ c'hoazh.
Gerdarzh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Inuit (ᐃᓄᐃᑦ en silabenneg inuktitut) a zo ur ger liester, talvezout a ra kement ha "tud" en inuktitut ha greunlandeg, an div yezh komzet ar muiañ. Inuk (ᐃᓄᒃ) eo an unander hag inuuk (ᐃᓅᒃ) an doare daou[2].
Eskimo a veze graet eus an Inuit a-raok met ar ger-se a vod an Inuit hag ur bobl all, ar Yupiked. Ouzhpenn-se e c'hall bezañ gwelet evel un ger negativel gant ar pobloù inuit. N'eo ket implijet ken nemet evit ober dave d'ar strollad yezhel hiziv[3].
An tudoniour danat William C. Thalbitzer en deus keñveriet an Inuit ouzh an Ainoued, ur genel eus Japan ha Rusia, peogwir eo savet o anv diwar ar bennrann innu hag o gwengeloù diazez a zo heñvel-tre[4],[5].
Liammoù diavez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Lec'hienn ofisiel ar C'helc'h trobennahelel inuit (Inuit Circumpolar Council) (en inuktitut ha saozneg)
- Sevenadur, arz hag arkeologiezh Inuit Nunavik (en inuktitut, galleg ha saozneg)
Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Overview of Comparative Inuit-Yupik-Unangan e Alaska Native Language Archive, Skol-veur Alaska, Fairbanks
- ↑ Hessel, Ingo. Arctic Spirit: Inuit Art from the Albrecht Collection at the Heard. Vancouver: Douglas and McIntyre, 2006: x. (ISBN 978-1-55365-189-5).
- ↑ La parole inuit - langue, culture et société dans l'Arctique nord-américain gant L. J. Dorais, 3 de Arctique (Peeters, Peeters Publishers, 1996, 331 p., (ISBN 90-6831-741-5) (ISBN 9789068317411).
- ↑ William C. Thalbitzer, 1873 - 1958, arbennigour war an Inuit e skol-veur Kopenhagen, en deus bevet e Greunland: [1], Eskimology and Arctic Studies ha Æresdoktor ved Københavns Universitet
- ↑ D'an Inuit kenkoulz ha d'an Ainoued e teufe mab-den, ur wech deuet er-maez eus ar reustl orin, eus unaniezh ar c'hi Innu hag ar vaouez gentañ.
Eskimos - nomades des glaces gant Paul-Émile Victor, Pariz, Hachette, 1972, 176 p., p.140-141, bnf=35241303b.