Gwenivar
| Reizh pe jener | plac'h |
|---|---|
| Anv e yezh-vamm an den | Guenievre |
| Anv-bihan | Guenièvre |
| Tad | Leodegrance |
| Breur pe c'hoar | Gwenhwyfach |
| Pried | roue Arzhur |
| Kompagnun(ez) | Lanselod |
| Bugel | Lohot |
| Micher | rouanez |
| Karg | rouanez kenseurt |
| Labour da-heul | Gwen, Jen |
| Present in work | Mojenn Arzhur, Le Morte d'Arthur |
| Statud e wirioù aozer | Ar gwirioù aozer ne dalvezont ket ken |
Gwenivar e brezhoneg[1]), Gwenhwyfar e kembraeg, Guinevere e saozneg, Guenièvre e galleg, eo anv ar rouanez pried d'ar roue Arzhur.
Hervez ar c'hontadennoù e vije bet serc'h kuzh ar marc'heg Lanselod.
Kentañ meneg anezhi zo e-barzh ar romant Lancelot, le Chevalier de la Charrette gant Chrétien de Troyes. Adkavout a reer anezhi e meur a skrid all, evel er romant saoznek Le Morte d'Arthur gant Thomas Malory.
Eus an anv saoznek Guinevere e teu an anv Jennifer.
Tiegezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hervez Jafrez Menoe ha Wace e oa bet desavet Gwenivar e Kernev-Veur gant Cador, ha romanez a orin e oa he mamm. Displegadurioù disheñvel a gaver e skridoù all, hag en oberennoù nevesañ e kaver a bep seurt : Piktez, Iwerzhonadez.
Hervez ar skridoù ivez he deus bugel pe bugale, pe ez eo divugel.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Rachel Bromwich (1963) : Trioedd Ynys Prydein : The Triads of the Island of Britain, University Of Wales Press. ISBN 0-7083-1386-8
- Ronan Coghlan (1991) : Encyclopaedia of Arthurian Legends, Element Books.
- Andrea Hopkins (1996) : "The Book of Guinevere: Legendary Queen of Camelot", Saraband. ISBN 1-887354-04-2
- Peter Noble : “The Character of Guinevere in the Arthurian Romances of Chrétien De Troyes.” The Modern Language Review 67.3 (1972): 524-535.