Gavrilo Princip
| Reizh pe jener | paotr |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Aostria-Hungaria |
| Anv e yezh-vamm an den | Гаврило Принцип |
| Anv-bihan | Гаврило, Gavrilo |
| Anv e kana | ガヴリロ・プリンツィプ |
| Deiziad ganedigezh | 13 Gou 1894 |
| Lec'h ganedigezh | Obljaj |
| Deiziad ar marv | 28 Ebr 1918 |
| Lec'h ar marv | Theresienstadt Small Fortress |
| Doare mervel | abeg naturel |
| Abeg ar marv | torzhellegezh |
| Lec'h douaridigezh | Vidovdan Heroes chapel |
| Tad | Petar Princip |
| Mamm | Marija Princip |
| Pried | talvoud ebet |
| Kar | Slobodan Princip |
| Familh | Q31182974 |
| Yezhoù komzet pe skrivet | serbeg |
| Kondaonet evit | muntr |
| Micher | reveulzier |
| Tachenn labour | Gwalldaol Sarajevo |
| Bet war ar studi e | First Belgrade Gymnasium |
| Lec'h annez | Sarajevo |
| Lec'h labour | Sarajevo |
| Relijion pe kredenn | Serbian Orthodox Church |
| Kleñved | torzhellegezh |
| Brezel | Brezel-bed kentañ |
| Ezel eus | Young Bosnia |
| Darvoud-alc'hwez | Gwalldaol Sarajevo |
| Present in work | Kraljevina Srbija |

Gavrilo Princip (25 a viz Gouere 1894 - 28 a viz Ebrel 1918) e voe ar Serb Bosniat hag a lazhas an arc'hdug Franz Ferdinand Aostria-Este hag e wreg Sofía Chotek d'ar 28 a viz Mezheven 1914 e Sarajevo.
Kement-se a voe kaoz d'ar Brezel-bed kentañ da darzhañ.
Ganet e voe Princip en Obljaj, a zo e Bosnia-ha-Herzegovina bremañ. Ezel e oa eus ur c'helc'h broadelourien serb stag ouzh al luskad "Dorn Du" (serbeg : Црна рука Crna ruka), a glaske unaniñ Bosnia ouzh Serbia.
D'an 28 a viz Mezheven 1914 e oa an arc'hdug Franz Ferdinand, hêr da gurunenn impalaeriezh Aostria-Hungaria, da vont da di-kêr Sarajevo. P'edo en hent e voe tennet warnañ ha war e wreg gant Princip, ha mervel a rejont buan goude.
Klask a reas Princip en em lazhañ, met harzet e voe. Barnet e voe ha kondaonet da vezañ toullbac'het e vuhez-pad. Mervel a reas diwar an dorzhellegezh er vac'h e 1918.