Frikorneg gloanek
| |||
|---|---|---|---|
Frikorneg gloanek
| |||
| Rummatadur filogenetek | |||
| Riezad : | Animalia | ||
| Skourrad : | Chordata | ||
| Kevrennad : | Bronneg | ||
| Urzhad : | Perissodactyla | ||
| Kerentiad : | Rhinocerotidae | ||
| Genad : | Coelodonta | ||
| Anv skiantel | |||
| Coelodonta antiquitatis Blumenbach (1807) | |||
| Pelec'h e veze kavet | |||
| Eurazia | |||
| Prantad | |||
| Pleistosen | |||
| D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. | |||
Ar frikorneg gloanek (Coelodonta antiquitatis) a zo ur spesad frikorneged aet da get bremañ hag a oa o vevañ betek e-kerzh marevezh ar skorn diwezhañ. O vevañ e oa e stepennoù norzh Eurazia tra ma veve ar Frikorneg ramz, kar dezhañ, e toleadoù klouaroc’h ar su.
Tapout a rae betek 3,5 m pe war-dro. Daou gorn en devoa war e fri, an hini izelañ a oa kalz hiroc’h (1 m) eget an hini uhelañ. E gorn plat a servije dezhañ da gas kuit an erc’h diwar ar geot a-benn debriñ anezho. Blev hir en devoa ha tev-mat e oa e feur evit gallout talañ ouzh yenien vras an amzerioù-hont. Bihan oa e zivskouarn, berr ha tev e dreid hag ur c’horf postek a oa dezhañ.
Chaseet e veze gant tud an amzerioù-hont ha gwelet e vez skeudennet er c’hevioù alies. An hiniennoù diwezhañ a zo marvet war-dro 8.000 bloaz a-raok J.-K. e Siberia. Ur c'har tost dezhañ, frikorneg Sumatra (Dicerorhinus sumatrensis), a vev e gevred Azia met en arvar bras emañ.
