Sinema
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
| Iskevrennad eus | luc'hskeudennerezh |
|---|---|
| Rann eus | Arzoù ar gweled |
| Istor | Istor ar Sinema |
| Pleustret gant | cinematographer |
Ar sinema a zo un arz eus ar re garetañ, ur greanterezh eus ar re c'halloudusañ hag unan eus diduamantoù prizietañ ar bed. Dre ar skeudennoù, ar son, an istorioù, an aergelc'h krouet gant ar filmoù, e c'hall ar sinema reiñ soñjoù ha fromoù a bep seurt d'an arvesterien.
Istor ar sinema
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Evit gouzout muoioc'h, kit da welet ar pennad Istor ar Sinema.
Ijinet e fin an XIXvet kantved, ar sinematograf a denn d'ar gweled, met gant ar son ouzhpennet d'ar skeudennoù fiñvus e-kreiz ar bloavezhioù 1920 eo deuet da vezañ un arz ar c'hleweled.
Gennad greantel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Produiñ ha dasparzhañ ur film a goust arc'hant. Abalamour d'ar c'houstoù ha d'ar riskloù n'eus nemet daou zoare d'ober filmoù : o c'hounit arc'hant o korvoiñ ar film (gwerzhañ plasoù er salioù sinema, gwirioù d'ar skinweloù, stummoù nevez da sellout ouzh ar film gant ardivinkoù niverel) - da skouer sinema Hollywood, ar sinema indian, ar sinema korean, pe o vezañ skoaziadennet gant arc'hant publik - da skouer ar sinema gall.
Tri frantad a zo evit krouiñ ur film : ar produerezh, an dasparzerezh, ar c'horvoiñ.
Ar produerezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An dasparzherezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Korvoiñ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar sinema evel un arz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Sevennet e vez ar film gant ur filmaozer. Evit hen ober e ren ar skipailh teknikel. An aktourien eo ar re a vez filmet, ha ret eo dezho personekaat tudennoù ar senario. Er sinema e komzer eus aktourien kentoc'h eget komedianed hag a denn d'ar c'hoariva ha da arz an arvestoù dre vras.
Lesanvet eo ar sinema "ar seizhvet arz" met anv zo eus ul lodenn eus ar filmoù rak an holl anezho n'int ket savet gant un degerzh arzel atav. Ur film a c'hall diduiñ, kelenn, sklêrijennañ ar speredoù, awenañ an arvesterien, met ivez touellañ an dud a-wechoù.
An teulfilm
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Reiñ a ra un teulfilm tirouroù diwar-benn un tem bennak. N'eo ket ar sinema un arz amañ, met un benveg evit kelaouiñ an dud war forzh peseurt sujed a c'hall bezañ.
Teknikoù ar sevel filmoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Filmet e vez ur film gant ur c'hamera hag a enroll kalz skeudennoù buan kenañ. Gallout a reer ouzhpennañ efedoù arbennik ha teknikoù niverel.
Frammañ ar filmoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gant teknik ar frammañ e vez lakaet asambles lodennoù eus ar film evit krouiñ ur rann nevez eus ar film.