Mont d’an endalc’had

Eskopti

Eus Wikipedia
Eskopti
type of religious institution
Iskevrennad eusreligious administrative territorial entity, religious administrative entity, ecclesiastical district Kemmañ
Rann eusProviñs a Iliz Kemmañ
Relijion pe kredennWestern Christianity Kemmañ
Den e penn an aozadurwestern bishop, diocesan bishop, Eskob Kemmañ
Perc'henn wardiocesan museum Kemmañ
Palez eskopti Iruñea

Un eskopti (ti an eskob hervez ar gerdarzh), a vez graet eus an tiriad a zo dindan aotrouniezh un eskob, pe eus e balez. Distrig tiriadel an Impalaeriezh roman ijinet dindan ren Diocletianus, e dibenn an IIIe kantved.

Meur a barrez tiriadel a ya d'ober un eskopti.

E meur a lec'h e vez komzet eus palez an eskob. Broioù zo en Europa a oa renet gant ur priñs-eskob, evel priñselezh Liège.

Ster pennañ : un distrig eus an Impalaeriezh roman

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur ster pennañ : un distrig eus an Impalaeriezh roman.

E Galia e voe staliet an eskibien kentañ e kêrioù-penn ar c'hêrioù galianed kozh, a oa deuet da vezañ distrigoù roman hag a voe dilezet da c'houde e-pad an Impalaeriezh roman diwezhañ.[1] Chom a reas ar re-se tiriad an eskoptioù hep cheñch betek an departamantadur e-pad an Dispac'h gall.

Nav eskopti istorel Breizh a oa : Naoned, Roazhon, Dol, Sant-Maloù, Gwened, Kernev, Leon, Sant-Brieg, ha Landreger.

Krouet eo bet pemp eskopti e Breizh goude an Dispac'h gall e 1789. Dont a rejont eus adreizhadur an nav eskopti a oa anezho dija. Lod eus an eskoptioù-se a oa a orin galian-ha-roman, tra ma oa bet krouet lod all da-heul enbroadur ar Vretoned eus an enezenn. Dont a reas an eskoptioù, évêchés da vezañ anvet a galleg diocèse da c'houde.

Pemp eskopti zo bremañ abaoe an emglev etre an Iliz hag ar Stad anvet e galleg Concordat sinet e 1801 gant Napoleon Iañ ha Pi VII. Liammet an harzoù gant re an departamantoù : Naoned (Liger-Atlantel) ; Arc'heskopti Roazhon, Dol ha Sant-Maloù (Il-ha-Gwilen) ; Gwened (Mor-Bihan); Kemper ha Leon (Penn-ar-Bed) ; Sant-Brieg ha Landreger (Aodoù-an-Arvor).

  • E penn-kentañ Gwerz Metig e kaner « Me zo ur c'hloareg yaouank eus eskopti Kemper / O vont d'ober e studi da eskopti Treger » ; lod kanerien a gan « da skolaj Landreger » kentoc'h.
  1. (fr) l'Histoire des Francs, Grégoire de Tours