Bloavezh impalaerel japanat
Ar bloavezh impalaerel japanat (japaneg : 皇紀, kōki) zo ur sistem evit niveriñ ar bloavezhioù implijet e Japan hepken. Diazezet eo war mare mojennel savidigezh ar vro gant an impalaer Jinmu e -660. Implijet e voe ar sistem-mañ en ur mod ofisiel adalek 1873. Graet e vez gantañ e bed ar justis a-wechoù c'hoazh[1], met dilezet eo bet e bed an ekonomiezh dre vras hag er gevredigezh abaoe dibenn an Eil Brezel-bed. Ar bloavezh gregorian 2025 a gord gant Kōki 2685.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Implijet e voe ar sistem gant an tirlu (adalek 1927) hag ar morlu (adalek 1929) impalerel japanat evit envel armoù pe karbedoù zo. Ar c'hanol batailhon Stumm 92 lakaet e servij e 1932 a zo bet anvet abalamour d'ar bloavezh kōki 2592. An nijerez Mitsubishi A6M, brudet evit hec'h implij da vare brezel ar Meurvor Habask, a voe lesanvet Zero abalamour bezañ bet lakaet e servij e bloavezh kōki 2600, da lavaret eo 1940 hervez an deiziadur gregorian.
Gwelet ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Kigen e Kokushi Daijiten, levrenn 4 (Yoshikawa Kôbunkan, 1983)